Coop Himmelb(l)au

UFA-Palast, Dresden
Gazventer, Vienna
Groninger Museum, Izelvroioù
Arteplage e Biel Expo.02


Coop Himmelb(l)au a zo un ajañs savouriezh staliet e Vienna (Aostria).

Savet eo bet e 1968 gant Wolf Prix, Helmut Swiczinsky ha Michael Holzer (aet eo kuit e 1971). Brudet eo bet an ajañs er ebd a-bezh er memes koulz ha Peter Eisenman, Zaha Hadid, Frank Gehry ha Daniel Libeskind e 1988 a-drugarez d’an diskouezadeg Deconstructivist Architecture. Himmelblau a dalvez glas an oabl. Coop a vez implijet evit kevelouri. Ur c’hoari ger a zo ivez : hep '(l)' e teu da vezañ Himmelbau, ar pezh a dalvez tamm-pe-damm: "savadur en egor ", en alamaneg. Er penn-kentañ e oa stag Coop Himmelb(l)au ouzh luskadoù evel an difreterezh pe an arnodiñ, goude-se ez eo troet war-du an disavadurelouriezh. Raktresoù an ajañs a vez damkanel-tre, stag ouzh barzhelezh an teknologiezhioù, hag un implij stank ha kemplezhek eus an tresañ gant urzhiataer.


© MMXXIII Rich X Search. We shall prevail. All rights reserved. Rich X Search